D’ar 16 a viz Mezheven 2013, e vo kinniget deoc’h gant Klub Kanoe Kaiak Kemper ha Bro Gerne, ha kêrioù Kemper ha Benoded, dizoloiñ « bravañ stêr Bro Frañs» (a lavarer), ha bezañ bamet ur wech ouzhpenn gant braventez an hentad milvrudet-se.
Gant Neptun eo bet graet an dibab : evit an 31vet aozadur eo diskenn ar stêr an hini a vo graet.
Neuze, eus Bae Kerogan betek ar meurvor, a-hed ar 16 kilometr a ribloù, e vo tu deoc’h dizoloiñ gweledvaoù strobinellus, kastilli meurdezus, ha kaout plijadur forzh pegement en un en-dro degemerus, peadra da entaniñ ar re vras kement hag ar re vihan, gallout a rit krediñ ur c’haiakour.
E Kreac’h Gwenn, en diazlec’h merdeiñ, eo bet lakaet an emgav adalek 9 eur evit ur maraton hag a bado un devezh.
Ur c’haiak, ur roeñvigell, ur jiletenn, ha setu barrek an den !
Loc’het e vo da greisteiz.
Evit peurlipañ ho kwiskamant, bec’h d’an ijin awenet gant tem 2013: an dreistharozed, an hini eo. Ha prest e viot d’en em gannañ gant pirated ar stêr Oded !
Ha dreist holl, arabat disjoñjal mousc’hoarzhin da videourien ar gevredigezh Clip Cap ha d’ar skipailh luc’hskeudennerien a enrollo an droiad-kaer-se da viken.
Echuiñ a raio an devezh gouel gant an degouezh, war an traezh, e Benoded. Degemeret e viot gant tud a youl vat feal. Servijet e vo ganto, evel boaz, ar banvez galian hengounel, a glozo un devezh a lezo deoc’h leun a eñvorennoù.
Ken ar c’hentañ war ar stêr Oded, ha bec’h d’ar roeñvigelloù!!
Pleustrek :
Loc’het eo !
MIROUT HAG EN EM ENSKRIVAÑ
Nemet dre hon lec’hienn internet e vo degemeret an enskrivadurioù
Titouroù hag enskrivadurioù en linenn : www.kaiak-quimper.org
Titouroù dre bostel gant odet2013@kaiak-quimper.org
(Resisaat en danvez : « goulenn titouroù Oded »)