D’an 30 a viz Genver e aoze ar c’hlub un devezh stummañ d’ar sikourioù kentañ keodedel a live kentañ (PSC1). Kaset e oa gant Didier PHILIPPE, ezel eus Kevredad Skoazellerien ar Groaz Wenn ha paotr an tan a vicher war un dro.
Div lodenn a oa er stummadur. Ul lodenn deorikel heuliet gant ul lodenn bleustrek a oa unan eus he falioù gwiriañ ha tapet e oa bet gant pep hini ar jestroù saveteiñ desket e-kerzh an abadenn. Meur a dem stag ouzh an degouezhioù kavet an aliesañ a oa e programm an devezh :
- gwareziñ ar gouzañvad;
- gervel ar sikourioù;
- pa vez ar gouzañvad o vougañ (oadour, bugel, babig);
- pa ziwad kalz ar gouzañvad;
- ar goulioù, an devadennoù, an devadurioù, an traomaioù, ar fallaennoù ;
- pa vez dic’houzvez ar gouzañvad ;
- pa ne anal ket ar gouzañvad (advevaat kalon ha skevent, implij an difibrilator).
Al luc’hskeudennoù stag ouzh ar renta-kont a ziskouezh pegen sirius hag evezhiek eo bet an holl berzhidi o heuliañ ar programm en e bezh, ar pezh n’eus ket miret outo d’en ober en un aergelc’h gant un dro-spered plijus. Ar re o defe c’hoant adwelet pe kaout titouroù war ar jestroù desket a c’hell tennañ gounid eus al liamm a gaver dindan an destenn –mañ. Kaset eo bet deomp e dibenn an devezh gant Beatrice CHAPALAIN rak merzet he doa e oa un nebeud pennoù skañv er strollad.